Ahmed Ben Bella (arabeg : احمد بن بلة) a zo bet ganet d'an 25 a viz Kerzu 1916 e Maghnia en Aljeria ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 2012 en Aljer, e-barzh un tiegezh kenwerzhourien. Ahmed Ben Bella a zo a orin eus Maroko dre e dud hag a oa peizanted eus rannvro Marrakech. Hervez an istorour Omar Carlier, tud Ben Bella a oa Berbered eus familh an Ouled Sidi Rahal.
Ur brogarour aljerian eo bet, unan eus pennoù an Dispac'h Aljeria, politikour ha den a stad.
Kadoriad ar Republik Aljerian adalek 1962 betek miz Mezheven 1965, pa 'z eo bet diskaret gant Boumedienne.
Ahmed Ben Bella a zo ganet d'ar 25 viz Kerzu 1916 e Marnia e-kichen Tlemsen e bro Oran. Marvet eo d'an 11 a viz Ebrel 2012 en Aljer. Ur brezelour eus koulz an dieubidigezh eo bet,ur politikour ha penn stad Aljeria. Bez' e oa Ben Bella unan eus an nav «penn-bras istorel» ar (CRUA) Comité Révolutionnaire d'Unité et d'Action hag ivez eus an FLN, Front de Libération Nationale.
Harzet e voe e-kerzh brezel Aljeria met kemer a reas perzh e dieubidigezh ar vro e penn an FLN ha dont a reas da vezañ kentañ prezidant republik Aljeria demokratel e 1963. Skarzhet e voe diouzh e bost a brezidant republik da heul an taol-stad a c'hoarvezas d'an 19 a viz Mezheven 1965.
Merket gant lazhadegoù Setif eus an 8 a viz Mae 1945 mont a ra (PPA) Parti Du Peuple Algérien hag d'an (MTLD) Mouvement pour le Triomphe des Libertés Démocratique eus Messali Hadj.Dilennet eo kuzulier eus e ker e 1947.Ezel eus an OS,rennet gant Hocine Ait Ahmed hag Rabah Bitat,kemer a ra perzh da tagadenn ti-post Oran et 1949 evit kaout arc'hant.E Mae 1950 arestet eo e Alger,barnet kablus eo kondaonet da 7 vloaz toull-bac'h.